Kuzulierez war ar priedel hag ar familh e steuñviñ ar genel Ill-ha-Gwilen eo Laure Stalder.

LaureStalder

 

Ober a ra war dro an emelladennoù diavaez ha prientiñ a ra e-pad an holl bloavezh lec'hioù komz e metoù skol evit reiñ ar gomz d'ar vugale ha dreist-holl d'ar grennarded. Komzet e vez diwar-benn hilastaliñ, Sida met ivez plijadur !

 

 Pennad kaoz

Petra eo emelladennoù steuviñ ar genel 35 e metoù skol ?

Emellout a reomp e peplec'h, e-kichen ar studierien gant kêr Roazhon e-pad an nozvezhoù Dazibao, e-kichen an deskarded e-barzh ar bodoù hag al lec'hioù stummadur, e-kichen ar re nammidi e-barzh an IME hag an ESAT hag evel just e-barzh ar skolajoù hag al liseoù hag a wezhoù e-barzh ar skolioù kentañ derez pa e vez goulennet ganto.
Kas ar c'heleier eo hor pal evit e vefe aes d'ar re yaouank dont da glask alioù o deus ezhomm, da vezañ gwelet e kuzuliadenn pe just da glask stevelloù e steuviñ ar genel.
Steuviñ ar genel a ginnig an emelladennoù-mañ evit e vefe bevet ar
revelezh hep moustrerezh na zizalc'h, gant doujañs an diforc'hioù, an atebegezh ha frankiz an dud. Da lavaret eo eo ret deomp kemer e gont an holl revelezhioù, sikour evit dibab un hilastaliñ, freuzañ ar feulsterioù ha skoilhañ ouzh ar SIDA hag ar poreoù tapet dre zarempredoù rev en ur vrientekaat ur vammelezh dibabet.

E peseurt mod e vez emellet er skolioù kentañ derez ganeoc'h ?

Da skouer hon eus ur raktres war pemp bloavezh gant ur skol kentañ derez e Noal-Kastellan e lec'h e vez emellet e pep kelc'hiad CP, CE2 ha CM2. Evit pep live e vez kinniget ul labour disheñvel gant albomoù evit ar re yaouankañ, c'hoarioù hag all... Gant ar re CP e vez kaozeet diwar-benn an diforc'hioù etre ar merc'hed hag ar baotred ; gant ar re CE2 e vez displeget penaos e vez graet ar babigoù hag gant ar re CM2 e vez labouret diwar-benn ar c'haezour gant ur voest goulennoù.

Hag er skolaj ?

Er skolaj ivez e vez implijet kalz binvioù evit e vefe kentoc'h c'hoariet eget labouret met peurlieusañ e vez labouret adalek o goulennoù da gentañ.
Labour a reomp gant ar skolerien pe an animatourien ha dreist-holl gant ar c'hlañvdiourezed e-barzh klasoù 4e ha 3de. Kemer a reomp perzh ivez er raktres « Envie 2 respect » gant ar CIDFF hag ar gevredigezh Liberté Couleurs war disaverezh ar stereotipoù.
Liberté Couleurs a labour en ur mod ledanoc'h ; ganeomp e vez emellet nemet pa e vez goulennet ganeomp. Ur c'helc'hlizher evit e vefe deskadurezh ar revelezh ur brioriezh a oa bet skrivet gant an Deskadurezh Stad met ne gav ket din e vez graet e pep lec'h. Steuviñ ar genel a ginnig ivez stummadurioù evit ar re a vicher pergen klañvdiourezed ar skolioù.

Peseurt traoù e vez goulennet gant ar grennarded ?

Peptra a dreiñ tro-dro an darempredoù merc'hed/paotred. Gwelet e vez mat e chom ar stereotipoù. Kaozeet e vez kalz diwar-benn an hilastaliñ hag atav eo ret deomp talañ ouzh kalz falsmennozioù. Gouzout a reont e vez kavet met pouezus eo adlavar traoù bennak ha reiñ ar c'heloù mat. Bez ez eus ivez peptra a dreiñ tro-dro ar bornografiezh ; o mennozioù diwar-benn ar revelezh a zo kalz levezonet gant se. Ret eo deomp azasaat un tamm traoù bennak. Ne vez ket erruet ganeomp gant hon ouiziegezh, gant ul labour prest dija... Azasaat a reomp diouzh o goulennoù.

Emellet e vez e-barzh strolladoù kemmesk ganeoc'h ?

Da gentañ eo gwelloc'h dispartiañ ar merc'hed hag ar baotred ha lakaat an holl asambles goude met n'eo ket possubl atav abalamour d'an amzer a vank. Alies e vezent dispartiet peogwir e vez gwelloc'h dezho ; goulennet e vez ganto. Ne vez ket goulennet ar memes traoù gant ur plach ha gant ur paotr ! Hag a-wezhoù eo aesoc'h evit ar merc'hed kaozeal etrezo. Met ne vez ket graet e-mod-se atav, goulennet e vez ganto bep wezh evit klask da gavout an dra hag a zo azasaet ar gwellañ ; azasaet e vez ganeomp diouzh ar goulenn. Atav e vez emellet e strolladoù bihan, peurlieusañ e hanter klas evit ur gaoz frankoc'h, evit muioc'h a eskemm.

Pa e vez kaozeet diwar-benn ar revelezh gant ar re yaouank eo alies evit lakaat ar gaoz diwar-benn ar riskloù, an danjerioù, berr-ha-berr evit reiñ ur skeudenn un tamm en tu-nac'h ; dont a rit da dremen dreist se ?

Ar riskl-mañ a vez kavet, gwir eo ! Met e steuviñ ar genel e vimp kentoc'h dinec'hus, mod pe vod n'hon eus ket c'hoant da savantenniñ an dud ! Komzet e vo diwar-benn revelezh en ur mod hollek o respont d'o goulennoù da gentañ. Chomet e vez kentoc'h tro-dro mennoz an darempred ha pas ar riskl ganeomp ; n'omp ket amañ evit bezañ nec'hus... Kaozeet e vo ivez diwar-benn plijadur !

Kaozeet e vez ivez diwar-benn heñvelrevelezh ganeoc'h ?

Evel just. Bez ez eus krennarded evit piv n'eo ket ur gudenn ha krennarded all evit piv eo ur gudenn. Kaozeal diwar-benn se e strollad a c'hall lakaat ar gaoz da vezañ frank just-a-walc'h hag a-wezhoù e vez gwelet ali an eil pe an egile a c'hall bezañ pouezus ha lakaat mennozioù bennak da cheñch.

Traduction Manon Langlois
Retrouver l'article en français