Ma 'vefe ret lakaat un anv war c'hoariva Marine Bachelot e vefe ar ger "stourm" an hini a zeufe er spered. Ar plac'h feminist-mañ ne c'hall ket skrivañ pe leurenniñ hep soñjal en he soñjoù

« Ma labour a zo bet kontammet gant ma skiant prenet war ar stourm, an emvodoù bep pemzekteiz hag an nozvezhioù e lec'h em eus kavet gwir mignoned » emezi en ur soñjal eus ar c'herzh noz e Roazhon e miz here 2007 e lec'h he doa taolet evezh e oa atav ret d'ar merc'hed stourm bemdez evit kaout ur plas er gevredigezh.


E-pad dek vloaz -emezi ch'oazh- em eus graet enklaskoù diwar-benn ar c'hoariva « hanterourañs » hag atav em eus bet c'hoant d'ober c'hoariva politikel, engouestlet. Neuze ez eus bet ur gejadenn etre ma spered c'hoariva ha ma spered stourmerez. Ar feminism a zo hiriv unan eus an traoù pouezhusañ em labour."
Levrioù teorisianezed ar feminist met ivez an darvoudoù istorel pe a vremañ a lusk hag a vag e skrid. Da gentañ gant lennadurioù-tabutoù diwar-benn manifestoù feminist hag hiriv gant pezhioù skrivet ha leurennet ganti, he deus aotreet d'an holl sevel goulennoù diwar-benn plas ar vaouezh er gevredigezh met ivez en em c'houlenn diwar-benn hon blas. "Pa vez tabutet goude an arvestoù –emezi - e vez gwelet paotred o lavar: "komprenet em eus mat emaon e tu ar re e penn met petra e c'hallan ober bremañ?" Me n'on ket amañ evit reiñ diskoulmoù met evit magañ kaozeadennoù."


Gant he arvestoù all –« La femme, ce continent noir » e 2010, « A la racine » e 2011 » pe « La place du chien » e 2012- e gendalc'h Marine tagañ ar patriarkiezh, « enebour ar feminist », hag an holl feulster hag a zo eviti abalamour d'ur sistem dominasion. Klemm a ra bezañ kat d'ober se gant fent a-wezhioù evel pa ijin ur gejadenn diasur etre Jesus, Angela Davis, Shéhérazade, Eve ha Freud.
Er strollad roazhonad Lumière d'Août he deus kaset un doare nevez da vezañ e sell ar grouadelezh. « Ar feminist ez a da vezañ –emezi- un dafar boutin prederi memes ma n'eo ket anat. Ret eo da bep hini mont d'e gamm. A-wezhioù ez a ar c'haozeadennoù war un tu fall. Met an traoù radikal a dremen gwelloc'h pa vezont en ur arvest. »
A-gostez e arvestoù he deus prestet Marine he sikour evit ul labour krouet gant ur strollad dañs –Danse à tous les étages- e-kichen merc'hed pell eus bed al labour.
O breskadurezh psikolojik hag o darempred diaes gant priedoù feulz a-wezhioù a oa bet kadoret en un arvest en deus kaset ul lod d'ober traoù tu pe du en o buhez personnel.
Ar c'hoariva stourmer –a gloz Marine Bachelot- a servij ivez adtommañ ha kavout asambles un energiezh nevez". Ur seurt talvoudehezh sokial a zo klemmet penn-da-benn gant ar vaouezh yaouank, laouen –emezi- d'en em gavout talvoudus e-barzh ar stourm-mañ.


Traduction de Manon Langlois


Retrouvez le portrait de Marine Bachelot en français

Powered by CoalaWeb