Anag1

E-barzh ar boltred video e vez kavet war al lec'hienn Kaoz e vez lavaret gant Annaïg Trouchard eo un den « sokial » a blij dezhi tremen amzer gant he mignone-ze-d.

Ar brezhiadez yaouank n'eo ket pemzek bloaz c'hoazh hag evel an holl krennarded e vez dispartiet he amzer etre al lise, an troiadoù etre mignoned hag ar sport, ar badminton eviti.

Met abaoe en diskar amzer e vez ret dezhi mont da Roazhon bep dimerc'her evit sezañ e Kuzul-Rannvro ar re Yaouank e Breizh el lec'h emañ o paouez bezañ dilennet prezidantez.

Ne vez ket lavaret gant Annaïg eo prezidantez ar (c'h)KRY met ar c'henbrezidantez, ur seurt humblezh martese. Ha gwir eo n'eo ket he-unan o bleinañ ar bodadenn 166 den yaouank, bleinañ a ra gant prezidant ar C'huzul-Rannvro Pierrick Massiot.
Koulskoude he deus an holl abegoù bezañ laouen gant an dilennadeg-mañ ne oa ket gortozet ganti ouzhpenn se eo unan eus an dilennidi yaouankoc'h evit ar respet daou vloazh mañ nevez er (c'h)KRY. « Lakaet em boa ma anv evit bezañ kenatebeg ur bodad -a lavar un tamm abafet- peogwir e plij din dileuriañ ur strollad.» Met mennet eo AnnaÏg, hag a vo pemzek bloazh a-benn daou viz, ober he labour betek ar fin.

E kreiz ar (ch')KRY e oa bet dibabet ganti mont da bodad an daprempred anvet Kaoz.

Kenderc'hel a ra sezañ eno hag e-mod-se e c'hall gwelet al labour a vez graet gant ar pemp strollad labour e-lec'h e vez dispartiet an dilennidi yaouank. Evit he abadenn kentañ evel prezidantez -digarez, kenbrezidantez- ar 4 a viz c'hwevrer d'ar mintin he deus klevet un arbennigour war goulennoù an en-dro a oa deuet da zisplegañ traoù da izili bodad an diorren padus.

«Plijout a ra din kaozeal gant tud nevez»

Anavezout a ra Annaïg Trouchard eo erruet er (c'h)KRY «un tamm dre chañs». An ensav-mañ ha n'eo ket anavezet trawalc'h gant ar re liseidi eviti a oa bet kinniget dezhi gant daou dilennidi kozh he skol, al lise René Cassin e Monforzh. Crediñ a rae ar plac'h yaouank e oa «ur bodadenn bihan a rafe raktresoù bihan» met ur wezh dilennet he deus dizoloet eo un abadenn «kalz brasoc'h ha pouezusoc'h» a-benn-a-fin. Evel ar pezh a vez gwelet e hantergelc'h bras an ti-kêr e lec'h en em gav an dilennidi yaouank. «Laouen e oan» a lavar en ur mod simpl.

Anag2

Kemer a ra an traoù evel a zeuont; eviti eo an emgavioù hag ar skiantoù prenet a c'hall sikour er michourioù diwezhatoc'h an dra pouezusañ memes ma ne oar ket c'hoazh en ur mod resis ar vicher he deus c'hoant d'ober. «Emaon en ur c'hlas hollek -a lavar hi- ha sur-a-walc'h e vo tremenet e STMM ganin, Skiantoù ha teknologiezhioù ar management hag ar merañ, peogwir em befe c'hoant bezañ gwazourez kenwerzh.» Met soñjal a ra ivez e letierezh pe e kazetennerezh... An dra a blij dezhi eo «kaozeal gant tud nevez». «Kalz mennozioù am eus, ne welan ket c'hoazh petra a rin diwezatoc'h» a lavar c'hoazh ar plac'h yaouank.

Ur chañs eo ar (c'h)KRY hag e lieusseurted liseidi dilennidi eviti. «D'am soñj eo pouezus al lieusseurted -a lavar Annaïg- Atav ez eus klichedoù war ar Bak micher pe an TGM hag amañ emaomp an holl mesklet ha n'eus kudenn ebet.» Soñjal a ra e dibenn sizhun enframmañ e San Maloù, «Un alberz an emglev a zo etrezomp bremañ e oa» a lavar. Evit pezh a sell ouzh ar parder e gav Annaïg eo aes da welet. «Mat eo -a lavar hi- met pa e vez gwelet poellouriezh an tud amañ n'em eus ket soñj e vefe revelouriezh memes ma n'e vefe ket kemparek ar bodadenn.»

Sirius eo A nnaïg gant he labour darempred. Komprenet he deus mat n'eo ket anavezet awalc'h ar (c'h)KRY gant tud yaouank e Breizh. «Ul labour bras kenañ a zo d'ober evit e vefe anavezet ar (c'h)KRY» a lavar. Met kroget en eus ar bodad Kaoz labourat ha sur eo Annaïg e vo echu ar gudenn evit ar respetad de zont; «michañs o do c'hoant an dud yaouank da zont a-drugarez d'ar vruderezh a vo graet gant Kaoz» a estlamm hi.»

«N'en em sentan ket kat reiñ ma soñj diwar-benn ar politikerezh»

«Fier eo ma mamm ha ma zad ivez!» a lavar c'hoazh Annaïg hag a zo emzalc'hegoc'h gant an tonkad rannvroel rust mañ. «Kemer a ran se evel un altiz -a zispleg- met n'em befe ket c'hoant e vefe ma micher.» N'eo ket ezhomm lavar dezhi a ra politikerezh peogwir n'eo dedennet nemet en ur mod pell gant se. «Ne ket politikerezh gwir -a vegel- añfin, geo met n'eo ket politikerezh evel an hini a vez graet gant ar c'kannaded... Ober a reomp raktresoù. C'hoant em eus lakaat ma foan e-barzh peogwir int raktresoù evit ar re yaouank met evit ar pezh a sell ouzh bed an dud deuet n'em eus ket c'hoant bezañ e-barzh evit poent.»

Evel kalz tud eus he remziad he deus Annaïg ur weled nac'hel a-walc'h war ar politikerezh hag «a vefe torr-penn» a soñj hi. Just-a-walc'h ma eo dedennet gant ar c'heleier, an hini hag a zo bet dilennet koulskoude n'emañ ket o chortoz kallout votiñ. «Kallout votiñ -a breder- a siñifi reiñ e soñj, bezañ keodedel penn da benn ha bezañ lodenn eus an demokratelezh ha soñjal a ran eo diaez kaout mennozioù mat a-raok triwec'h bloaz. Evit poent n'en em sentan ket kat reiñ ma soñj diwar-benn ar politikerezh.»

N'eo ket bet dilennet evel kenbrezidantez a-drugarez d'ur programm met kentoc'h d'ur roll-mennadoù dizanv lennet gant un animatourez hag a zo bet plijus evit ul lodenn vrasañ eus ar c'huzulierien yaouank. «Da gentañ em eus soñjet un tamm en ar prezegennoù politikel -he deus soñj Annaïg o kaozeal diwar-benn he zestenn- Plijout a ra din skrivañ met ne oan ket em bleud evit skrivañ evel se neuze em eus skrivet diwar-benn ar pezh e oa pouezus evidon. Evel e oan fromet gant ar pezh a vez graet er bodadenn-mañ em eus soñjet e reiñfe din c'hoant dileuriañ anezhi.» Ur brezegenn hiniennel hag he deus kavet he selaouerion.

AnnagetRougerEvit mon pelloc'h :«Ul lec'h atebekadur ha engouestl»

Kuzul-Rannvro ar re Yaouank e Breizh a stroll 166 liseidi ha deskarded -83 plac'h ha 83 paotr- etre 14 ha 25 bloaz hag a zeu eus an 270 lise privez ha publik, micherek ha hollek ha memes mor ha labour-douar ar pevar departamant Breizh. Labour ar c'huzulierien yaouank a vez dispartiet e pemp bodad: yec'hed ha perzded ar vuhez, diorren padus, kengred lec'hel hag etrebroadel, liesseurted sevenadurel ha darempred.

«N'hon eus ket bet c'hoant e vefe ar bodad yaouank mañ heklev Kuzul Rannvro a zisplegfe pe rafe ar pezh a vez graet gant an dud deuet -a zispleg Marie-Pierre Rouger, besbrezidantez rannvro Breizh e karg eus al liseoù- roet e vez dezho an divizoù evit e vefe emren ar bodadenn ha dreist-holl evit e zafe ar re yaouank dre o-unan. Ar bodadoù kinniget a zo digor tre, ouzhpenn e c'hallont ober seurt raktresoù all, obererezhioù, bezañsoù er maez an hantergelc'h. Alies int galvet evit dileuriañ tud yaouank e Breizh e ensavioù all.»

An dilennadez a resiz pergen kefridioù ar bodadoù. «Yec'hed n'eo ket just dizarbenn ar boazioù met ivez ar pezh a sell ouzh an aezamant en diazezadurioù hag er c'hevredigezh. Meur a vloavezhioù a zo e oa bet sevenet un DVD gant ar re yaouank: «Flourañ a ra, gloazañ a ra ha chom a ra!» diwar-benn ar feulsterioù revelour hag a zo bet implijet kalz gant michereien ar yec'hed; tudoù all o deus labouret diwar-benn an emlaz pe an homofobiezh. Ur gwir talvoudekaat al labour an holl strolladoù eo ar bodad Kaoz. Stummet eo ar re yaouank war implij ur web-TV evit e vefe savet ar c'hemennadoù o deus c'hoant da lakaat da dremen ganto o-unan. Ar c'hlaoustre a vez graet ganeoc'h eo reiñ dezho ul lec'h atebekadur hag engouestl hag a vefe anavezet gant an dud deuet. Labouret e vez gant ar c'hevredigezh Léo Lagrange hag a ginnig teknikoù buhezerezh kevelourel tre diazezet war eztaol pep hini ha sevenadur an distroll.»

Traduction Manon Langlois

Retrouver l'article en français : Annaïg ne fait pas de politique, mais...

Powered by CoalaWeb